Brezhoneg
"Embreg an aikido hervez Kobayashi Hirokazu (1929-1998) bet desker gant an diazezer Ueshiba Morihei (1883-1969), a empleg implij ar c'horf pell dreist ur reoladur hepken dre ar youl pe diorroadur an dastaolioù.
Meizet oa bet e zeknikoù gant an diazezer Ueshiba Morihei hervez luskadoù an natur, dreist-holl en ur evezhiañ ouzh an dour. Hervez e veizadenn ouzh al luskad e tlee hemañ heuliañ un droellenn a nerzh (meguri) en em ziskouez tro-dro d'ar greizenn nerzh buhez (seika tanden). Implijout a ra an nerzhioù war-skuilh ha war-zastum hag an tizh a reont evit reiñ lamm d'an tager, keñveriet gant un doare nezañ, treiñ pe stenniñ melloù e gorf kerkent ha krabanatet en ur ziwall ouzh e dagadenn. Diorren a ra ur mennozh a hesonder hag a gened hollvedel o tont eus kalon sevenadur Japan (shochikubai, wabisabi) hag ur veizadenn gevrinek eus ar bed awenet da gentañ gant kelennadurezh Omotokyo, deuet da vezañ un ideologiezh peoc'h goude kalz a vonedone. Didaerded an akaido-se a zeu dre-benn chom hep sevel a-enep da nerzh an dagadenn met d'e zistreiñ evit e gas betek ar poent ma 'z eur deuet mestr war an tager dre gejadenn ar fil teknikel, ar gwenvded, ar spered dizalc'h hag an unaniezh gant ar bed.
Ar c'heal diwezhañ-mañ a yae war hent ur skiant bred displeget gant Ueshiba Morihei en un doare martezeüs evel gouestoni d'en em unaniñ gant an hollved, ur varregezh a vefe bet diorret gantan dre e gustum da bediñ. Evit pezh a sell ouzh ar bedenn, eñ a gane bemdez an norito, a rae e walc'hadennoù puraat en ur lakaat ouzhpenn en e bleustr fiñvadoù o tont diwar pleustroù Omotokyo ha diwar ar shinto (misogi). Diorren a reas daou vennozh dedennus-tre en arroud brezelek (...)"
Skrivet gant Cognard Shihan
|